Ar c'hentañ rann eus koulzad 5 Foeterien en Euskal Herria eo.
Dekvet rann ar c'houlzad 5 eus Foeterien en Euskal Herria eo.
An trede rann eus koulzad 5 Foeterien en Euskal Herria eo.
Pevare rann ar c'houlzad 5 eus Foeterien en Euskal Herria eo.
Ar pempvet rann eo e koulzad 5 Foeterien en Euskal Herria.
C'hwec'hvet rann eus koulzad 5 Foeterien en Euskal Herria eo.
Unan
Ar c'hwec'h avanturour a ziskenn lammoù-dour YS e tirolian a-hed seizh lamm-dour diouzh renk, mont a reont da glask krokodiled a-raok erruout war vag er Pilikant Bar staliet war pilotis e-kreiz ar mor karib.
Loc'hañ a ra ar c'hwec'h avanturour eus ar Rick Café e Negril, ma rankont lammat er mor adalek un tornaod dek metr uhelder. Ret eo dezho neuze mont da draezhenn Seven miles Beach e-lec'h ma c'hortozont amprouennoù all...
Ret eo d'ar 6 diaraoger degas frouezh arallvro da Riwal dirak delwenn Usain Bolt a-raok mont da glask ur blantadeg kozh hegaset gant tasmant ar Wrac'h Wenn, doare gwregel lec'hel mojenn ar Varv Glas.
Ar 6 avanturour a ziskenn e radell stêr Martha Brae e-kreiz janglenn Jamaika. Goude bezañ adkavet al lec'h ma tilestras Kristol Goulm e Jamaika ez eont da Riwal e-kichen ul lamm-dour kollet e-kreiz ar c'hoad trovanel.
Loc'hañ a ra ar 6 avanturour eus ur blantadeg bananez war aod hanternoz Jamaika. Mont a reont da glask ur gêriadenn eus Marrons, lec'h m'emañ o chom diskennidi ar rezistanted o tec'hel diouzh ar sklaverezh, kavout repu e goudor ar menezioù.
Kuitaat a ra ar 6 avanturour Porzh Antonio war aod norzh Jamaika evit mont da di Bob Marlay e Kingston. Ret eo dezho neuze pignat gant Menez Clifton evit erruout en ur blantadeg kafe er Blue Mountains.
Loc’hañ a ra ar Foeterien diouzh kêriadenn Paneyevo e-lec’h ma rankint sikour un den eus ar vro da brientiñ keuneud evit ar goañv. E kêr Souzdal e vo ret dezho anavezout meuzioù hengounel Rusia, mouchet o daoulagad ganto, a-raok degouezhout diwezhatoc’h e Vladimir kêr diwezhañ ar Walenn Aour..
Loc’hañ a ra ar Foeterien diouzh Stad Mytichtchi e Moskov. Goude bezañ dizoloet ur sport hengounel rusat e rankint mont da gaout Lenn Plechtcheyevo goude tremen dre Vanati brasañ Iliz Rusia e Serguiev Posad.
Ret eo d’ar Foeterien kas ur vag hengounel eus Rusia a-hed ar stêr Troubej araok dizoloiñ Kremlin Rostov. O c’hoari biz-meud ez int goude war-zu kêr Yaroslavl.
A-benn kavout o hent e rank ar Foeterien mont a-benn d’ur strollad Rusianed yaouank, en ur c’hrogad Paintball. Mont a reont kuit goude war-zu kêriadenn Kostroma e lec’h ma teskint kas dour e doare hengounel Rusia.
Loc’hañ a ra ar Foeterien diouzh kêriadenn Paneyevo e-lec’h ma rankint sikour un den eus ar vro da brientiñ keuneud evit ar goañv. E kêr Souzdal e vo ret dezho anavezout meuzioù hengounel Rusia, mouchet o daoulagad ganto, a-raok degouezhout diwezhatoc’h e Vladimir kêr diwezhañ ar Walenn Aour..
Amprouenn Hokei war skorn evit kregiñ ganti e Palez ar Skorn Polyaris e Vladimir. Mont a ra kuit goude ar Foeterien war-zu Moskov war hentoù karget mat gant tud o tistreiñ diouzh o vakañsoù. A-raok degouezhout war ar Blasenn Ruz e rankint deskiñ un dañs hengounel dirak Palez Kuskovo bet savet diwar skwer hini Versailhez.
Loc’hañ a ra ar Foeterien diouzh San Michele pintet a-us da gêrbenn an enezenn Gagliari evit mont war-zu ar gêr gozh ha klask un tour eno. Mont a reont goude da gaout lec’hienn arkeologel Nora.
Loc’hañ a ra ar Foeterien diouzh Torre de Chia, war aodoù kreisteiz an enezenn. Dizoloet e vo ganto sevenadurioù henamzerel Sardinia hag an Nuraghe, savadurioù deut diouzh Oadvezh an Arem.
Ret eo d’ar Foeterien diskouez o barregezh o tennañ gant un arbalastr a-raok loc’hañ war-zu mengleuz Porto Flavia. Echuiñ a raint o zroiad e Portixeddu, unan eus kaerañ traezhennoù an enezenn.
Ret eo d’ar Foeterien diskouez o barregezh en un tournamant mod ar Grennamzer, war gein azened. Mont a reont goude war-zu Bosa, ur gêr grennamzerel gant straedoù strizh dindan ur pezh kastell-kreñv.
Loc’hañ a ra ar Foeterien diouzh Bosa. Goude un amprouenn war ganoe a-hed ar stêr Temo ez int war zu kêriadenn Monteleone Roccadoria. Eno e vo dizoloet ganto dantelez savet diwar bara. Echuiñ a raint o zroiad e trevadenn gozh katalan Alghero.
Redadeg e straedoù strizh Alghero evit kregiñ ganti. Loc’hañ a ra ar Foeterien goude war-zu Castelsardo o tremen dre ur roc’h iskis stumm un olifant dezhi. Gounezet e vo ar c’hoari gant a re a zegouezho ar re gentañ en Abati San Antonio e-tal ar mor.
Loc’hañ a ra an 6 Foeter-bro diouzh Kastell Narikala. Ret e vo dezho klask war o hent Anna Mouradova, ur vaouez o chom e Tbilissi he deus skrivet meur a levr e brezhoneg. Ret e vo dezho marc’hata ivez e foar al laou evit kavet o hent.
Loc’hañ a ra an 6 Foeter-bro diouzh Mtskheta kêrbenn gozh rouaned Jorjia. Ret e vo kavout Uplitsikhe, ur gêr bet kizellet e mougevioù a-raok echuiñ o zroiad e kastell Surami.
Goude bezañ bet adkavet Riwal en ur gêr mengleuzioù, tres an Unvaniezh Soviedel warni e rank an 6 Foeter-bro klask an Tad Maksim, ur penitiour o chom e nec’h ur piler maen da 40 m uhelder. O tegouezhout e fin o zroiad e Koutaisi e vo skarzhet ar re degouezhet da ziwezhañ.
Loc’hañ a ra an 6 Foeter-bro diouzh Koutaisi, unan eus kêrioù koshañ ar bed. N’eo nemet pa vo bet fardet ganto ur rekipe eus ar vro e vint aotreet gant Zoa ar geginerez barnerez da loc’hañ kuit war-zu ar Mor Du.
Loc’hañ a ra an 6 Foeter-bro diouzh kêr gouronkañ Borjomi . Dizoloet ‘vo ganto dañsoù eus Jorjia a-raok degouezhout e kastell burzhudus Rabati en Akhaltsikhe. Pa gavint Riwal e nec’h an tour uhelañ e vo skarzhet ar re degouezhet da ziwezhañ.
Rann diwezhañ ! Chom a ra daou skipailh nemetken. Bevet o deus troioù-kaer 'ba ur vro vrav-meurbet mes gant piv ez aio ar maout ? Piv 'vo trec'h ar bloaz-mañ ?
Loc’hañ a ra an 8 Foeter-bro diouzh opera Riga. Mont a reont da zizoloiñ an tier pinvidik stil Arz Nevez a-raok en em goll e milendall marc’had kêrbenn Latvia. Adkavout a raint Riwal dirak palez kozh ar C’hevre Hanseat.
Loc’hañ a ra an 8 Foeter-bro diouzh Eko-Mirdi arzoù hag hengounioù Latvia e Riga. Mont a reont da zibenn roudoù Krišjānis Barons, an hini zo da Latvia pezh eo Kervarker evit Breizh. Degouezhout a raint e kastell Ceçis, ur wikadell bet savet gant marc’heien teutonek Urzh Breuriezh ar C’hleze.
Goude bezañ adkavet Riwal war harzoù Estonia ez a kuit an 8 foeter-bro war-zu Tartu, kêr Skol-Veur Estonia. Un amprouenn e-lec’h ma rankont reiñ kement ha ma z eus enno rak unan eus ar skipailhoù a vo skarzhet e fin an deiz.
Kuitaat a ra ar 6 foeter-bro kêr ar vakañserien e Pärnu, war aod Mor Baltek. Pa vo bet diskouezet ganto pegen barrek in o servijout banneoù kokteil e c’hellint mont war-zu Enez Saaremaa e lec’h ma vo Riwal o c’hortoz anezho e kastell Kuressaare.
Ar 6 foeter-bro a ya kuit diouzh Kurissaare. Ret e vo dezho adkavout an douarbras evit un amprouenn e stal ur gov. Ar re o tegouezhout da ziwezhañ e park naturel Toosikannu a ranko mont da glask brankoù kirvi evit un amprouenn a skarzho unan eus ar skipailhoù.
Mont a ra kuit an daou skipailh diwezhañ diouzh mengleuz Rummu a oa ur c’hamp-labour-bac’h da vare an Unvaniezh Soviedel. Pa zegouezhint e Tallinn e krogint gant ur c’hoari klask ar roudenn e kreiz-kêr gozh Kerbenn Estonia, liammet etrezo dre ur rouedad riboulioù.
Loc’hañ a ra an 8 foeter diouzh 4 c’horn Skopje, kêrbenn Makedonia an Norzh. Rankout a rint mont war zu kreizkêr, ur c’harter nevez adsavet a-raok en em goll er bazar kozh, eil bazar brasañ ar Balkanoù.
Kregiñ a ra an hentad gant un amprouenn kayak a lakao o fenn da labourat, e kanienn Matka, unan eus lec’hioù bravañ ar vro a-raok kenderc’hel gant o hent war-zu Veles. Un digarez da weladenniñ kreiz ar vro a-raok adkavout Riwal e manati Treskavec, pintet e penn ar menez dirak plaenenn Pelagonia. Skopje - Veles - Prilep.
Krusevo – Orhid Kregiñ a ra an devezh e Krusevo, ur gêriadenn e penn ar menezioù e Makedonia an Norzh. Tro o do ar Foeterien da zizoleiñ soner brudetañ ar Balkanoù. E fin an devezh-mañ e ouiimp peseurt skipailh a zo skarzhet.
Nepell diouzh Menez Olimpo, e Bro C’hres e krog an devezh. Hag anavezout a ra mat ar Foeterien doueed Bro-C’hres ? Echuiñ a raio an devezh e Thessaloniki,eil kêr vrasañ ar vro.
Dizoloet e vo gant ar Foeterien herezh an ottomaned, ar boued, ar savadurioù hag all ha tro o do da splujañ er mor kreizdouarel. E fin an devezh-mañ e vo skarzhet ur skipailh.
Loc’hañ a ra ar foeterien deus Kavala, war-zu Thasos, unan deus enezennoù bravañ Bro-C’hres an Hanternoz. Goude un hentad a dreuz an enezenn, e ouiimp neuze gant piv ez aio ar maout evit 12vet koulzad foeterien, e Makedonia !